2020 - Etrezomp-ni e brezhoneg (62) Ar rouanez Margaux

JPEG - 1.2 Mo

Ar « rouanez Margaux », ur plac’h ganet en Oriant, en abadenn « N’oubliez pas les paroles » d’ar Lun 20 a viz Genver ar blez-mañ, get ar c’hasour Nagui (skeudenn tapet diàr hor skramm).

N’hella ket an den bout bepred dirak e urzhiataer peotramant en e baperioù kozh, ec’h ober traoù sirius-bras, pe é labourat harz-pe-krev evit amzer da zonet ar brezhoneg… Meur a wezh e ta c’hoant dezhañ distern hag ober a bep sort traoù arall disirius, lenn bandennoù treset pe sellet doc’h an tele. A bep sort a vez en tele, diellfilmoù, filmoù mat pe fall, tresadennoù bev, afi, abadennoù a bep sort. Pa’n em lakan dirak ar skramm, just un tammig a-raok koan, e ran èl ar muiañ ag an dud : zapiñ ag ur chadenn d’an all betek kavout un dra bennak a ra vad din gwelet d’an eur-se.
Sellet doareioù ar bed bras àr France Info pe ur chadenn keleier arall ne ran ket : ne vez nemet traoù trist ha lan a boan, krougerezh ha lazherezh bemdez, gwalldaolioù ha gwallzarvoudoù : peadra da lakaat ho panne Dukez Anna da vont d’an treuz… Nann, ret din kaout traoù deverrus ha distanus, traoù na jablont ket ar spered. Meur a wezh e sellan èl-se doc’h abadennoù lec’h ma vez klasket pe gwerzhet traoù kozh, Amerikan Pikers pe Pawn Stars, pe doc’h ur chadenn beajoù hag a zo plijus-tre, met e kreiz miz Genver e oan degouezhet get un abadenn na anaven ket tamm ebet « N’oubliez pas les paroles », dre ma’m boa lennet àr ar gazetenn e oa ur plac’h genidik ag an Oriant, Margaux Eschmann, daet da vout unan ag ar re wellañ en c’hoari-se. Bepred e ra plijadur gwelet ur c’henvroad pe ur genvroadez é c’hounid. Ar « rouanez Margaux », lesanvet èl-se get Nagui, abalamour da romant Alexandre Dumas moarhat, awenet get Marguerite de France (1553-1615), met hounnezh a oa La Reine Margot… Pe vern ar skritur, ar plac’h Eschmann he doa meritet kant gwezh an anv-se evit bout rouanez ar sonennoù. Etre dibenn miz an Azvent ha penn-kentañ miz C’hwevrer he deus gounidet nav gwezh hag hanter-kant, ha pemp kant tregont mil euro a zo kouezhet en he sakod. N’eo ket fall da bevar blez àrn-ugent, sklaeraat a ra an dazont !
Ar blez paset, e 2019, he doa desket àr-dro 750 sonenn dre’n eñvor, doc’h o lakaat, n’eo ket àr ar paper, met en he urzhiataer. Gwir eo, ur mod mat evit deskiñ ur sonenn eo he adskriv. Labouret he doa start enta, ha ledan e oa an dachenn da labourat : get ne vern pesort sonenn gall e c’helle degouezhout, adal Edith Piaf betek ar sonennoù nevesañ, da lâret eo holl an disortaj a vez bannet àr ar radioioù. Ha n’eo ket c’hoazh derc’hel soñj ag ar c’homzoù, an tonioù ne vênt ket bepred ag an aesañ : lod a seblant, a gentañ klevet, bout dre-vras ar memes soubenn ! Afi, daet eo geti, met kavet he deus ur plac’h arall àr he hent, ha setu echu he ren en abadenn. D’an arall da zougen ar gurunenn bremañ ha d’he gouarn ar pellañ ma c’hello…
An c’hoari-se en deus kaset soñj din a lod ag hor re gozh, tud èl Mari Harnay, pe ar vreuder Morvan, ar c’hoarezed Goadeg, Lomig Donniou, Job Kerlagad, tud hag a ouie sonennoù a vil-vern, ha lod hag a bade hir ha pell. Mari Harnay he doa kanet deomp ur wezh gwerzenn Markiz ar Pontkalleg, oc’hpenn pevar-ugent poz : àr-lerc’h ur c’hardeur bennak he doa dibunet ar pezh a chome da ganal en ur gomz fonnapl, hep adlâret pep poz èl ma vez graet pa vez kanet da vat. Meur a unan em eus gwelet gober èl-se, ha Mari atav a oa kustum d’an dra-se.

JPEG - 485.4 ko

Mari Harnay, ar ganerez gozh, en he liorzh e Koad-Huet Priziag, er blez 1985, é ober àr-dro he flantennoù get Anaig Lucas, ar ganerez yaouank. (Dielloù DD & AL)

Sonennoù hor re gozh a veze alies hir, ne oant ket furmventet evit teir pe peder munutenn èl ma vez an disortaj a-vremañ. Ha setu perak ivez, er blezioù hanter-kant pe tri-ugent, pa’n em lakae unan kozh da ganal ur sonenn e brezhoneg en ur pred, e familhoù ’zo atav, e veze lâret dezhañ serriñ e veg :
« Torriñ a rit hor penn, pepe, get ho sonennoù dek poz ha pevar-ugent ! »
An hani kozh a sente, ha tamm-ha-tamm e kemere ar pleg da chom hep kanal ken. Ret e veze dezhañ selaou e vugale é vekal « La Java bleue » pe « Rikita, jolie fleur de Java » ; setu aze sonennoù berr, hag aes, ha lañsus… Ha neoazh e oa lec’h evit an daou sort kredapl, met si pennañ sonennoù an tad-kozh a oa bout e brezhoneg. Cheñchet eo an traoù a-c’houde, eürus a-walc’h eh eus bet tud èl Claudine Mazéas, Patrick Malrieu hag e strolladoù dastumerion, hag ur yoc’h tud arall, tud a youl-vat, e pep lec’h e Breizh evit savetaat ar pezh a chome.
Ya, ni ivez, a-drugarez d’an dud-se, hon eus c’hoazh hor roueed ha rouanezed, tud hag a oui penn d’o micher, a gan brav e brezhoneg, hag a oui monet int ivez betek penn ur sonenn hep tremotiñ na hakiñ, nag e padahe dek munutenn pe oc’hpenn, evit brasañ plijadur hon divskouarn hag hor c’halon !
Ne vira ket doc’h Margaux Eschmann a vout ur rouanez, ur rouanez laouen hag uvel, pezh zo kaeroc’h !

Daniel Doujet, 14 a viz C’hwevrer 2020.

Geriaoueg :
a-youl-vat expr. bénévole.
bekal v. bêler, ici brailler, chanter à tue-tête.
deverrus adj. plaisant, amusant, divertissant.
diellfilm m. -où documentaire.
disortaj m. variétés (genre de chansons).
distanus adj. qui détend, reposant.
furmventet pp. formaté.
hakiñ v. bégayer.
harz-pe-krev expr. sans relâche, à marche ou crève. Loeiz Herrieu, dans Dihunamb, nous disait que c’était l’un des surnoms des gens de Malguénac, réputés pour leur ardeur au travail.
tremotiñ v. trébucher sur des paroles.
uvel adj. humble, modeste.

DeiziataerTous les événements

février 2020 :

Rien pour ce mois

janvier 2020 | mars 2020