Kinnig an Emglev / Présentation d’Emglev

Qui sommes nous ?

1985 - Savet e vez Emglev Bro an Oriant avit tolpiñ an dud a labour evit sevenadur Breizh e kornad an Oriant. Hiriv e talc’h bepred Emglev Bro an Oriant da labourat gredus evit brudiñ, sevel krog ha brasaat tachenn yezh ha sevenadur Breizh e Bro an Oriant, get : Kêrioù Bro an Oriant, Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Meur ar Morbihan, Skol Uhel ar Vro...

1985 Savet e vez Emglev Bro an Oriant evit tolpiñ an dud a labour evit sevenadur Breizh e kornad an Oriant.

Hiriv e talc’h bepred Emglev Bro an Oriant da labourat gredu evit brudiñ, sevel krog ha brasaat tachenn yezh ha sevenadur Breizh e Bro an Oriant get :

  • Kêrioù Bro an Oriant
  • Kuzul Rannvro Breizh
  • Kuzul Meur ar Morbihan
  • Skol Uhel ar Vro



Tolpiñ a ra kelc’hioù keltek, bagadoù, ul laz-soniñ ur greizenn sevenadurel, skolioù brezhoneg an dro ha kement den a zo a-du get e balioù.

Labour an Emglev a zo :

Lakaat anavet labour ar c’hevredigezhioù tolpet ennañ : Kan, dañs, sonerezh, istor, natur…
Harpiñ ar raktresoù a zo gete.
Brudiñ ha lakaat studial sevenadur Breizh er skolioù hag en aozadurioù a zo en-dro dezhe (Kinnig hor binvioù sonerezh, ar c’han, an dañs, istor Breizh, ar c’hoarioù hengounel, un tanva d’ar brezhoneg)
Stourm evit ma vo anavet hor yezh ha graet geti ur vuezh foran (Panellerezh, deskadurezh, skingomz, skinwel, Kampionad Bed marc’hhouarn…).
Bout lodek e darvoudoù sevenadurel ar blez :

  • Gouel Ar Sonerezh
  • Gouel Breizh
  • Emvod ar Gelted
  • Sant Padrig



Sevel ha kenurzhiiñ tolp meur izili oberiant kevredigezhioù Bro an Oriant Deizioù, festival kalon ar gouiañv : arvestoù, prezegennoù, diskouezadegoù, kenstrivadegoù, stajoù, bannerezh filmoù… En tu ’rall da 110 abadenn e Bro an Oriant a-bezh etre dibenn miz Genver ha penn-kentañ miz Meurzh.
A zeiz da zeiz, e talv ivez Emglev Bro an Oriant kement-ha(g) :
2544 bugel o tizoloiñ dañsoù, sonerezh, yezh hag istor Breizh e skolioù bro an Oriant
Un divyezhegezh vev er c’hêrioù

Sevel ha kenurzhiñ diskouezadegoù, Klub ar Vrezhonegerion (Divizoù digor d’an holl), atailheroù dañs ha kan hengounel, prezegennoù, abadennoù evit ar skolioù a-hed ar bloavezh Plakenn dro ar c’heleier sevenadurel breizhat : skignerezh, kenurzh, krouidigezh…

1985 : création d’Emglev Bro an Oriant pour rassembler les acteurs de la culture bretonne du Pays de Lorient.
Emglev Bro an Oriant agit pour la promotion, la diffusion et la défense de la langue et de la culture bretonnes au Pays de Lorient, avec pour partenaires :

  • les municipalités du Pays de Lorient
  • le Conseil Régional de Bretagne
  • le Conseil Général du Morbihan
  • l’Institut Culturel de Bretagne



Emglev Bro an Oriant regroupe des cercles celtiques, des bagadoù, des chorales, ainsi que des centres culturels, des cours de breton ou d’histoire de Bretagne.

Les missions d’Emglev Bro an Oriant sont :
Diffuser l’information sur les activités de ses associations membres : chant, danse, musique, histoire, nature…
Soutenir les projets de ses associations.
Sensibiliser le milieu scolaire et périscolaire à la culture bretonne par des interventions dans les écoles (Découverte des instruments de musique, des chants, de la danse, des jeux traditionnels bretons, de l’histoire de la Bretagne, initiation à la langue bretonne).
Agir pour la reconnaissance de l’utilisation de la langue bretonne dans la vie publique (Signalisation routière, enseignement, télévision, championnat du monde de cyclisme, radio…)
Participer aux évènements culturels de l’année :

  • Gouel Ar Sonerezh (Fête de la musique)
  • Fête de la Bretagne
  • Festival Interceltique
  • Saint Patrick



Organiser les Deizioù, le festival breton au cœur de l’hiver au Pays de Lorient : des spectacles, conférences, expositions, cinéma, théâtre, cuisine, concours, stages. Plus de 110 animations dans tout le Pays de Lorient de fin janvier à mi-mars.

Emglev Bro an Oriant, c’est aussi, jour après jour,
De l’ordre de 2544 enfants initiés dans les écoles du Pays de Lorient, à la danse, la musique, la langue et l’histoire de Bretagne.
Un bilinguisme vivant dans les cités,
L’organisation d’expositions, rencontres de bretonnants, ateliers de danses, chants, conférences, spectacles scolaires tout au long de l’année,
Une Permanence, plaque tournante de l’information culturelle bretonne au Pays de Lorient : diffusion, coordination, création…


DeiziataerTous les événements

Navigation