Kinnigoù labour / Offres d’emplois
Evit e kamp vakañsoù "Àr ribl ar Blañvezh" a vo dalc’het etre ar Sul 9 hag Sadorn 15 a viz Gouere 2023, e klask Emglev Bro an Oriant ur rener(ez) hag ur skipailh animatourien.
Kinnig-labour "rener(ez) ar c’hamp" :
- Asuriñ a raio e vo lakaet e pleustr ar raktres pedagogiezh gant holl dud eus ar skipailh - Asuriñ a raio surentez a-gorf ha moral ar re yaouank e-pad ar vuhez pemdeziek hag an oberiantizoù.
- Kenaozañ a raio labour an holl dud a labour evit ar greizenn.
- Merañ a ra an darempredoù etre tout an dud ( Emglev Bro an Oriant, servijoù an ti-kêr ha tud ar c’hamping, an dud a vicher evit an oberiantizoù, …)
- Merañ a raio en un doare pemdeziek ar greizenn
- Ur perzh stummer n’eus da gaout evit ar vuhezourien a vo stajour DABU - Ober a raio al liamm gant kerent ar vugale
Doare den : Bezañ gouest da gomz brezhoneg ha kaout an DARE
Kasit ho CV da emglev@ebo.bzh
Kinnig-labour "animatour(ez) ar c’hamp" :
Dindan pennadurezh atebeg renerez ar c’hamp emañ karget ar buhezour da vuheziñ ar c’hamp vakañsoù evit bugale 8-12 vloaz e Brezhoneg. Ar c’hamp vakañsoù a zo e tachenn kampiñ an Henbont (Mor Bihan), war vord stêr ar Blañvezh.
- Kaout plijadur da vuheziñ e brezhoneg ; -Kinnig stalioù liammet gant raktres pedagogel ar renerez ;
- Kemer perzh e stalioù evit lakaat da zizoleiñ ar vro (dre ar c’hayak, bag, greoù Henbont, …) ;
- Sikour ar vugale da dremen vakañsoù plijus ; Doujañ ouzh ar reolennoù surentez ha yec’hedel.
Doare den : Bezañ gouest da gomz brezhoneg ha kaout an DABU (1 stajour(ez) degemeret). Kasit deomp ho CV da emglev@ebo.bzh
Titouroù war ar c’hamp : https://www.emglevbroanoriant.bzh/spip.php?rubrique53